Parsec / Parsek | |
---|---|
![]() | |
Reizhiad | Unanennoù steredoniel |
Kementad | Hedoù |
Arouez | pc |
| |
1 pc = | 3,0857 x 1016 metr 206 265 au 3,26156 bg |
Er steredoniezh e reer parsek (TermOfis ; eus ar saozneg parsec), berraet dre pc, eus un unanenn a implijer evit muzuliañ hedoù bras-bras etre korfoù-egor a zo er-maez eus koskoriad an Heol. Kevatal eo da war-dro 30,9 milion a gilometradoù, eleze 3,26 bloavezh-gouloù (bg) ha 206 265 unanenn steredoniel (au).
Ijinet eo bet an unanenn-se evit eeunaat ar jediñ hedoù en egor, neuze e vez arveret er steredoniezh hag en astrofizik, petra bennak ma vez graet aliesoc'h gant ar bloavezh-gouloù el levrioù da ledañ ar skiantoù.
Gant ar parsec e reer peurliesañ evit muzuliañ hedoù e diabarzh Hent Sant-Jakez ; gant rakgerioù unanennoù an SI e reer avat evit hedoù brasoc'h : kiloparsec (kpc) evit ar c'horfoù-egor pellañ en hor galaksienn ha tro-dro dezhi, megaparsec (Mpc) evit ar galaksiennoù tostañ, gigaparsec (Gpc) evit ar galaksiennoù pellañ hag evit meur a gwazar.